Laëtitia-May LE GUELAFF
Stacks Image 36

“Ur wech e oa, ur wech ne oa ket Ar Bleiz...”


" Ma ne vije ket eus al loened e vije digomprenusoc’h c’hoazh anien mab-den " Georges-Louis  Buffon.



Prepoz an Arzourez: N’eo ket an ijin am boa c’hoant da lakaat war-wel en ma labour met kentoc’h ar mennozh da implijout skeudennoù (eus ar fiñvskeudennoù, eus al lennegezh pe eus an arzoù) ma ijin evit tostaat ouzh goulennoù arouezus feulsoc’h. Un tu eus va prederioù e-keñver ar c’hoari tostaat / disteurel etre ar mab-den hag al loen, met ivez etre an danvezioù o-unan, a zo ur c’hizelladurezh o tont eeun eus ar stal-labour, gant un empleg don hag a lak keñver-ha-keñver an dañvez.

Tostaet e vez an tem dre an hironiñ, an touell pe forzh peseurt stag organik ha mekanik. O kemer harp war degas koun loened mojennek e teu an hironiñ da vezañ enkorfañ hon aon hag hor anken. Atav eo bet implijet al loen gant an den evit teurel ar bec’h war e vankoù, e euzhadennoù sokial pe politikel. Implijet e vez skeudenn al loen (ul lodenn anezhañ pe en e bezh) evit galloudezh an dañjer a zo e-barzh e stummoù hag e lak war-wel ar feulster a zo e pep hini ac’hanomp. Ur gourdrouz war chom-bev kevredigezhioù ar mab-den.

Lod eus va arnoderezhioù a zeu da harz ar frailhadur a zo etre an den hag al loen. Dre ar goulenn-se en em zistag ur gest, ur c’hlask identelezh. Bevañ gant ar santimant omp dre ar pezh a ziskouezomp ac’hanomp eo kuzhat al lodenn all a zo ennomp. Kuzhat al loen. Met, a-wechoù e teu a-benn an den da guitaat e natur, kuzhet a-dreñv ur maskl pe a-dreñv al loen e-unan. Kemer a ra identelezh al loen, e arouezennoù, e varregezh ha e teu da berc’henn d’e vertuzioù. En holl mojennoù o deus al loened ur seurt personiañ, ur bannañ eus hor emzalc’hioù. Al loen merzhet a-wechoù evel substitut an nanarzh, a-wechoù evel un arm a ro urzh din d’ober ur seurt enkorfañ.

Penaos e c’hell stummoù’zo degas da faltazioù disheñvel, d’ur gwir tem personnel, eus ar varzhegezh d’ar spont ?

Penaos gouzout e c’hell bezañ ma ne vije ket o lec’hiañ anezho en natur ?

E pelec’h emañ an harzhoù etre an den hag al loen, etre mojennerezh ha gwirionez kevredigezhel, etre klasik ha kempred ?
Penaos lakaat en e-unan, merañ ha lakaat ennañ dre an arz ar bec’h a zo etre an den hag al loen ? Penaos diskouez dre an arz eo bet dispartiet an den eus an nann-den hag al loen eus ar mab-den ?







Arzel, lennegel and fiñvskeudennoù referañs: Louise Bourgeois, Kiki Smith, Jana Sterback, Hélène Chadwick, Rebecca Horn, Barbara Hepworth, Mathew Barney, Ian Fabre, Anish Kapoor, Brancusi, Cathy de Monchaux, Lynda Bengalis (« Parenthesis » 1975), Eva Hesse, Claude Cahun, Oleg Kulig, Annette Messager, Jeff Koons, Ivan Kafka « From Nowhere to Nowhere », William Blake, Edgar Allan Poe, Oscar Wilde, Hitchcock, David Cronenberg, Tim Burton, Hayao Miyazaki, Jean-Pierre Jeunet, Christophe Gans, James Cameron...